Keit Vimp Bev, an ti enbann e brezhoneg !

A berzh mamm-gozh

 

Yann-Fañch Jacq

 

 

Pa fell da Rafael cheñch ar bed ne dro ket an traoù evel m'en dije bet c'hoant. Direnkañ a ra an holl. Treiñ plaen a ra ar bed, pep hini en e blas. Ha n'eo ket brav mont da blantañ reuz, da zirenkañ aozadurioù, forzh peseurt re e vefe. En em gavout a raio buan e-kreiz ur wall gudenn. Ha deskiñ a raio kontañ war ar re all, lod anezho tud dic'hortoz. Romant polis pe romant karantez ? Romant lous pe romant ar straedoù ? Pe romant nemetken ? Disheñvel. C'hoant en deus bet Yann-Fañch Jacq lakaat al lenner da gejañ ouzh tud zo, da anavezout o zro-spered hag o bed. Ha kement-se evit lakaat anezhañ da zizoleiñ un istor simpl, lec'hiet en amzer a-vremañ.
 

220 pajenn - 11 x 18 sm 

 

9 €

Edition de livre en breton