02 98 26 87 12
rsstop facebooktop twittertop mailtop

Klask un titl



Urzh prenañ

goullo eo ho paner bremañ.

||
Oan-OanPanelloù

Pachamama


Pachamama

priz unan: 12,00 €

Ur goulenn ?

Gant ar c’harned-beaj « PACHAMAMA » ez eer war-zu peizanted Suamerika a stourm evit derc’hel da labourat an douar hag evit gounit o c’hreun gant se pa vez muioc’h-mui a embregerezhioù etrebroadel a vouedc’hounerezh. Gant e 52 zourlivadur o taolenniñ dremmwelioù, atantoù, savadurioù ha tud e fell dezhañ ober ton d’an atantoù bihan-se a ra gant had hengounel, e-liamm start gant douar ar vro, a ro danvez-magañ hep ma vefe ezhomm eus kimiezh an trelosk nag eus c’hoari sorser gant ar genoù.

Abaoe pevar bloaz e vev Herve Yaouank e Penn-ar-Bed, grafour ha skeudennaouer eo. Kemer perzh e seveniñ skritelloù pe flyers a ra. Dedennet eo ivez gant skeudennaouiñ loened ha plant, pe c'hoazh gant an design, sanket don m'eo an tresañ en den. Met da gentañ penn e kar an arzour-mañ ar beajoù hag an dourlivañ. Diwar an daou entan-mañ ez eus deuet meur a garned-beaj hag ur bern diskouezadegoù dezhañ. Levrioù evit ar vugale en deus graet ivez ha labourat a ra bremañ e-giz skrivagner sinopsizoù ha senarioioù da-geñver an abadenn "Mouchig Dall".

 Embann divyezhek - 230 x 210 mm - golo soupl - spirale







Création Site Internet Brest Finistere Mento Communication & Publicité

Maison d'édition langue bretonne livre breton - brezhoneg - roman breton - albums bretons - BD Bandes-dessinees en breton - YA! - YA - Rouzig - Louarnig - Editions jeunes - Edition Finistère Bretagne journal breton - journaux bretons - plijadur bilingue divyezh diwan dihun - prix priz ar vugale - priz ar yaouankiz