02 98 26 87 12
rsstop facebooktop twittertop mailtop

Klask un titl



Urzh prenañ

goullo eo ho paner bremañ.

||
Paotr Louarn, 2- Roll pennañPaotr Louarn, 3- Droug ar bleiz

Paotr Louarn, 3- Droug ar bleiz


Paotr Louarn, 3- Droug ar bleiz

priz unan: 8,00 €

Ur goulenn ?

A-dreñv d'e vaskl e seblant Paol bezañ unan eus ar pennoù-bras. C'hwec'h miz goude ma vefe marv e vignon Nizar en deus trenket e donkad a zreistharoz koulskoude. Ar vakañsoù-goañv-mañ gant e vamm zo sañset reiñ tro dezhañ da aveliñ e benn ha da zistekiñ diouzh an darvoudoù tremenet. Ha neuze, abalamour da betra e seblant ar c'hevrin chom peg outañ, betek foñs Bro-Arvern ? Etrezek ar barroù-avel o yudal ez eus chomet kuzhet ur vojenn gozh, ur sekred mil-dañjerus. Ma fell da Paotr-Louarn e teufe e donkad da wir, e ranko en em ziskuliañ.

Bezañ ur c'hrennard, en em santout e-unan-penn, penaos mont davet ar re all, merañ ar feulster hag ar gouennelouriezh, kaout c’hoant da cheñch ar bed en un doare pozitivel, sed’aze kement sujed a vo kaoz anezho er c’hentañ Comics e brezhoneg.
Un tresour bannoù-treset mod-Comics eo Laurent LeFeuvre (istor, tresañ, livioù). O chom e Roazhon emañ. Abaoe 3 bloaz e embann istorioù ar paotr yaouank Paol Salsedo da Louarnig, kelaouenn vrezhoneg evit ar vugale. Atav en em gav an istorioù-se e Kêr Roazhon.

2016, 56 p., ment 170 x 260 mm, golo soupl







Dedennet e c'hellit bezañ gant ar produioù-mañ

koumanant abonnement LOUARNIG
koumanant abonnement LOUARNIG
60,00 €

Paotr Louarn, 1- Nozvezh al Louarn
Paotr Louarn, 1- Nozvezh al Louarn
7,50 €

Paotr Louarn, 2- Roll pennañ
Paotr Louarn, 2- Roll pennañ
8,00 €


Création Site Internet Brest Finistere Mento Communication & Publicité

Maison d'édition langue bretonne livre breton - brezhoneg - roman breton - albums bretons - BD Bandes-dessinees en breton - YA! - YA - Rouzig - Louarnig - Editions jeunes - Edition Finistère Bretagne journal breton - journaux bretons - plijadur bilingue divyezh diwan dihun - prix priz ar vugale - priz ar yaouankiz