Gwen Delalande
Atersadenn Gwen Delalande embannet e Ya ! 169
An Uhelgoad, un ti bihan war un dachenn kostezet, e-touez ar reier. Sioul an ti hag al liorzh. Hag aze, ur vaouez kozh, ken sioul.
Gwen, pegeit ’zo emaoc’h o vevañ amañ ?
Dek vloaz ’zo bennak. E 2001 oamp deuet en-dro eus Pariz met dont a raemp dija, 3-4 bloaz ’oa, evit ar vakañsoù. Klasket hon eus un tamm e pep lec’h, e Koad Brekilien, e Aodoù an Arvor... ’Oa ket pres warnomp evit prenañ. Ur wech ma oamp o feurmiñ ur « gite » en tu all d’ar grec’hienn hon eus klevet kaoz eus an ti-mañ, leun a zrez hag ar spern, gant toulloù er plañchod. Abaoe 20 vloaz e oa bet dilezet. Aet omp da welet an noter ha graet an afer. Deus Porzh Karaez ha Poullaouen e oa ma familh a-berzh mamm. Setu un distro da lec’hioù damheñvel ouzh re ma bugaleaj. Amañ e vez kavet tud digor d’ar re all.
E Pariz ho peus bevet ?
E-pad an 10 vloaz diwezhañ, ya. Met a-raok on bet o chom e bro Leon, e Lilia, e Plouider. Da Bariz e oan aet evit al labour met ne blije ket re din, anat. E Pariz e vezer re dost ouzh an dud. Amañ ez eer da welet an dud pa vez c’hoant. Ha c’hoazh !... Spered tud kêr a zo o tont war ar maez, dre ar skinwel. Met Pariz ne zisplij ket din. Mont a ran betek eno, ur wech an amzer, da bourmen,da brenañ levrioù, da welet ma mab.
Keuz ho pije da vezañ kuitaet ar gêr vras ?
Ur blijadur e oa sellet ouzh an dud. Er c’harter e-lec’h ma oamp o chom e oa Sinaiz, Morianed... Prenañ a raen ma defotachoù e stalioù sinaat pe e stalioù turk. Se eo a blije din. Nepell eus ar ranndi em boa ur jardin savet war mengleuzioù kozh. Ne c’helled ket sevel netra war an dachenn-se. Kaout ur ranndi digor war ul liorzh, na plijus e oa !
Eno eo ’peus bevet diwar ho micher, sevel tresadennoù bev ?
Livañ anezho a raen, nemetken, evit gounit ma buhez, a-drugarez d’ar pezh am boa desket war ar vicher. Met ne oan ket sot gant se, na tost.Tresañ a ran abaoe m’on bugel ha soñjet em eus, ur wech bennak : « Perak ne lakfen ket an donezon-se da dalvezout ? » Ha setu. Labouret em eus gant Gaumont ha Walt Disnez, war dresadennoù bev evel Asterix... Hag e-leizh a draoù bihan all. Ar pezh a blije din, el labourse, a oa bezañ dieub. Disheñvel e oa al labour-se ouzh labourioù all. N’eo ket ur skiant resis. Frank a-walc’h e oa an eurvezhioù-labour.
Petra ’oa ho plijadur vrasañ, gant ar vicher-se ?
En deroù, ar pezh a gaven souezhus e oa gwelet ma zresadennoù o fiñval. Ober a raen war-dro 50 tresadenn bemdez ha pa vezent lakaet da dreiñ an eil goude eben ez aent d’ober ur filmig bihan.
Penaos en em gaver d’ober seurt labour ?
Kroget eo an traoù a-drugarez d’am mab, Moran, p’en deus sikouret ur mignon dezhañ da sevel ur film. Aet omp holl er familh da labourat war an dachenn-se ha krouet ganeomp ur gevredigezh, Cellulo, e Roazhon, er bloavezhioù 85. Stalioù-buheziñ a gasemp da benn en un toull-bac’h. Aozañ a raemp ur festival tresadennoù bev met al labour ne zegase tamm gwenneg ebet. Graet hon eus anaouegezh gant Pierre Ayma, rener skol ar Gobelins, e Pariz, ha degemeret en deus ac’hanomp en e gentelioù. Hor mennozh a oa sevel e Roazhon ur stal war-dro an tresadennoù bev. Met n’omp ket bet heuliet gant an tikêr. Kavet hon eus labour e Pariz ha chomet omp du-se.
Petra eo ar gentel bennañ ho peus desket, gant tout ar bloavezhioù-se ?
Brav eo chom hep labourat. N’em eus ket desket kalz a dra gant ma micher. N’em boa ket tamm « ambition » ebet. Bevañ gant an natur, eus ar simplañ ar gwellañ, eo ar pezh a blij din.
Petra eo ho plijadur vrasañ bremañ ?
Pourmen ha lenn. Lenn a ran e-pad muioc’h eget 4 eur bemdez. Atav em eus bet lennet kalz. Hunvreal a ran dre al levrioù. Lenn a ran a bep seurt. Lemel al levrioù diganin eo ar gwashañ a c’hell c’hoarvezout ganin.
Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?
Unan nevez ha souezhus kentoc’h eget unan kozh. Unan eus ar broioù estren evel an hini diwezhañ am eus lennet, Le goût du baiser d’un garçon gant Mikael Niemi.
Ha gant piv ho pije c’hoant bezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?
Ne blij ket din seurt mekanikoù. Bezañ bac’het en ul liozh, a-du, met pas en ur saverez !
Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?
Traoù disheñvel-tre, o tont eus a bep lec’h, hag a aozan diouzh ma doare.
Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti?
Bezañ gouest da vont eus an eil lec’h d’egile en ur nijal evel ul labous.
En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ?
E Breizh da vare m’eo deuet ar Vretoned eus en tu all d’ar mor, evit gouzout penaos e oa a-raok.
Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?
N’em eus ket c’hoant. Bez’ e vefe atav un dra bennak ha ne blijfe ket din. Klet eo ma hini. Mont a ra din.
Peseurt donezon ho pije bet c’hoant kaout ?
Kanañ. Pe c’hoazh kompren meur a yezh a-benn gellout lenn al levrioù en o yezh orin. Re lezirek on evit deskiñ anezho.
Petra eo ar c’hrenn-lavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?
“Restachoù mat zo mat da gaout” a veze lâret din er gêr gwechall. Talvoudus e kavan ar soñj, zoken war dachennoù all estreget ar boued, an arzoù... Kompren a ran anezhañ evel « gant ma vez trawalc’h d’an den evit bevañ simpl... Tout ar peurrest a zo roet war ar marc’had. »
C’hoant ho pije kas ul lizher klemm d’un den resis. Da biv e kasfec’h anezhañ ha perak ’ta ?
Traoù bihan a chal ac’hanon... An doareoù-bevañ o cheñch... Setu, petra choaz ? N’eo ket aes. Ha piv tamall ?
Hag ul lizher gourchemennoù ?
D’an itron Louarn, eus Roazhon, koantik-tre, dous ha jentil. Labour he deus bet a-benn desevel he bugale ha reiñ karantez dezho.
Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?
Ar pezh am eus roet d’am re. Kaout doujañs evit ar re all, ouzh ar re vras. Chom hep kontañ gevier. Anzav pa vez graet ur fazi...
Piv a zo bet ur skouer evidoc’h ahed ho puhez ?
N’em eus ket. Klasket em eus drezon ma-unan. Pa ’m boa bugale e soñjen alies e Indianed Bro-Amerika, a ouie bevañ gant nebeut a dra, a seblante bevañ en o frankiz. Bremañ ec’h ouzon n’eo ket ken gwir-se.
Petra a zo, er bed tro-dro deoc’h, ha ne gomprenit ket hag ho pije c’hoant e vefe displeget deoc’h ?
An ardivinkoù, dre vras. Chalus eo, en deiz a hiziv. Met ne zeuan ket abenn d’ober ganto.
Da beseurt goulenn ’ho pije c’hoant da respont « Ya ! » ?
Ur bern a zo, gwelet a ran mat. Pa vez goulennet un dra bennak diganin e respontan atav « Ya ! »