Emgannoù Duncan O'Hara
Pierre-Emmanuel Marais
Bloavezh 1341. Deuet eo Duncan da Vreizh evit adkavout roudoù e dad hag evit sikour ar Vretoned feal da Tann Monforzh en o stourm a-enep da Charlez Bleiz. Ha da heul Duncan, Luigi ur brezelour kozh ha Sinead un hudourez yaouank. Da stourm he do, hi ivez, ouzh Roy Black, an hudour kriz.
Deuet eo a-benn Pierre-Emmanuel Marais da fardañ deomp ur
rekipe saourus : mesket en deus daveoù istorel ha
lec'hioù anavezet gant ul lodenn faltazi, servijet deomp war
ul lusk lañsus. Lennet e vez hep diskregiñ.
96 pajennn ; 11 x 18 cm
5 €