Fulennoù war skubelennoù : Maen Rannou
Yann Gerven
Deuet eo a-benn sorserezed Kreiz Kerne, ar re gozh hag ar re yaouank dorn-ha-dorn, eus ar Grec’hmitouarn a oa bet kaseten-dro d’e di bihan e Mael-Karaez. Chom a raio reizh hemañ hiviziken. Met traoù a zo o vont a-dreuz c’hoazh. Aet eo Maen Rannou kuit eus e blas. Hag an holl, kerkent, da vont war glask anezhañ.
Homañ eo an deirvet ha diwezhañ lodenn eus ur rummad tri levr "Ar C’hrashoù". Gant plijadur e vo adkavet tudennoù livet-kaer evel Louise Boudehent, Katrin Chato pe c’hoazh Marivon Turdu...
66 pajennn ; 11 x 18 cm
6 €