Hir eo bet al labour war-dro an atersadenn-mañ. N'eo ket disi.
Klasket 'zo bet chom an tostañ posupl eus ar pezh a lâre Marsel Gwilhou er mikro.
Talvezout a ra ar boan selaou an enrolladenn e-ser lenn ar pennad-mañ.
Marsel, penaos oc'h deuet da vezañ kaner ? Soñj 'peus ?
Se oa roet din dija pa oan ganet, marc'had. Pa oan bihan e kanen traoù bihan peogwir 'm eus klevet kanañ gant ma zud, gant ma zad, gant ma breudeur, ma c'hoarezed peogwir e oan-me an hini yaoankañ. Aze oa tud yaouank dija ha me 'oa bihan c'hoazh. Setu e plije din kanañ met war-lerc'h se on bet deuet da ganañ kanaouennoù gallek peogwir e oa deuet un tamm bihan da vout kollet ar c'han-ha-diskan hag an traoù. Deuet zo bet, e-pad ar brezel, 'm eus soñj 'veze graet aze, ba'r feurmioù ba'n traoñ, aze, baloù 'oa ket droed d'ober 'ba' kêr hag a veze graet ba'r c'hampagn hag e veze kanet brezhoneg. Yaouank 'oan c'hoazh met klevet 'raen tammoù. War-lerc'h se zo bet un troc'h setu ne veze kanet ken nemet 'barzh an euredoù. Setu se 'oa chomet un tu bennak war ma c'hroc'hen, 'vel 'vez lâret... Met kanañ 'raen kanaouennoù gallek hag em eus ankoue'et 'nezho tout bremañ. Ur wech adkroget gant ar festoù-noz ne ouien ket kalz a dra. Maleürusamant ma zad 'oa aet kuit 'benn neuze hag em bije gallet deskiñ kalz gantañ. N'en doa ket ur vouezh kaer-kaer met gouzout a rae ur bern traoù. Bar' ma familh 'm eus soñj bezañ klevet ma moerebed o kanañ, e brezhoneg, sur-mat, peogwir ne ouient ket kalz a c'halleg. N'em eus ket desket kazimant nemet gantañ. Hag ur gontadenn bennak rak diouzh noz 'veze kontadennoù, pa vijemp tro-dro d'an tan. Aze 'tesken. Ma 'mije klevet 'nehi gantañ e vijen gouest da gontañ 'nezhi an deiz war-lerc'h. Ha pa 'z eo kroget ar festoù-noz e oant tout war ma lerc'h ' krog da glask ha da zeskiñ. Ha 'm eus desket kalz 'nezho gant ar re gozh. 'Oa ket mekanikoù ganin 'vel zo ganeoc'h, hudu. Ne oa ket kanaouennoù skrivet ganto. Dre ar penn e oan oblijet da zeskiñ, 'giz-se.
Pevare ho peus kanet ba' ur fest-noz eus ar seurt a zo bremañ ?
Ba' Laruen. Met kanet em boa a-raok ba' ur pezh-c'hoari, ba'r bloavezh 57, ur pezh-c'hoari e oa sañset bezañ kanet ur dañs ba' ennañ, un dañs plinn. Setu me 'oa bet choazet, gant un' all, da ganañ 'nezhi. Met ar fest-noz kentañ e oa ba' Laruen, ba'r bloavezh 58. Aze 'oa kroget an traoù hag ar bloaz goude, 'soñj din, 'moa graet ba' Tremargad, ba' Mael,... O, marteze pas dek fest-noz ba'r bloaz met tost. Hag an traoù 'oa bet aet war greskiñ goude.
Petra zo cheñchet ba' bed ar festoù-noz, en ur ober hanter-kant vloaz ?
Kalz a draoù. Bout 'ra c'hoazh festoù-noz bihan a zo hañval un tamm eus ar pezh 'veze graet d'ar c'houlz-se. Met ar festoù-noz bras n'euint ket kalz a dra da welet ken gant ar pezh a veze graet d'ar c'houlz-se. Ba'r bloavezh 58, dija, ba ' Laruen e-giz ba' Poullaouen, e-lec'h ma oan bet kaset gant Jorj Kadoudal hag Etienne Rivoalen, gant un tamm otokarr, e veze graet ar memes tra. Graet 'veze div pe deir dañs hag e veze kanet ur ganaouenn a-boz, 'vel 'vez lâret, ur melodie pe div, hag adkroget an dañs, ha teir-peder dañs... Hag ar fest-noz 'vije graet 'giz-se.
Hag ar " vicher " kaner zo cheñchet ivez pe n'eo ket ?
Ben ya, 'vel 'lâren deoc'h. Me 'm eus desket tout dre benn. Padal, bremañ pa teskan, peogwir e plij din deskiñ c'hoazh, em eus anezho enregistret... Bremañ, gant ar re yaouank, kalz ne ouzont ket brezhoneg ha traoù a zo er c'hanaouennoù ha na gomprenont ket.. Desket neuint brezhoneg, kalz 'nezho, war al levr. Met 'maez ul levr 'vez lâret kalz a draoù. Se zo kaoz 'vez ret o'r stajoù pe kentelioù. Neuze 'tiskontj'nt 'vel 'hin' zo teskiñ dezho. Kistion gwechall pep hani 'noa e vod ha pe glever ur c'haner e oarer, apeupre, eus pelec'h 'tae. Eus e gomzoù, penaos e tistage e gomzoù... Se 'zo kaoz, pe teskan kanaouennoù de', bet kanet gant kanerien eus ar vro plinn, e lâran de', mar gallont o'r, lâr' 'giz-se.
Peseurt ali a rofesc'h da dud yaouank o deus c'hoant mont war ar vicher ?
Dija, ar brezhoneg. Ma oaront ar brezhoneg, zo dija hanter. Ma eo ret dezkiñ ar brezhoneg ha deskiñ kanañ war un dro eo stert. Ne c'houlfen ket bout ba' o flas. Stert eo. Met bout zo hiniennoù a zo bet aze, hañ, gwir eo, ha labour zo. Bez' zo tud, hudu an deiz, hag a arri gant kalz a boan. Merit 'neuint.
Cheñchet eo ar c'hanaouennoù. Berroc'h int ?
Bez 'zo kanaouennoù a-boz ha reoù all evit an dañs. A-wechoù int re hir. An dud n'int ket kad da zañsal fisel, memes plinn, e-pad tout ar ganaouenn, memestra.Met gwelet 'm eus bet ober un troc'h, ober ur pezh eus ur ganaouenn war un ton kentañ, bal 'ba' 'r c'hreiz, hag ober ar fin eus ar ganaouenn war un ton all. N'eo ket difennet o'r se, 'blam' da ganañ tout ar ganaouenn.
Nebeutoc'h a dud 'vez bremañ ba'r festoù-noz. Penaos e komprenit an dra-se, c'hwi ?
Ur rezon zo d'an dra-se. N'eo ket re vrav da lâret met ne blija ket din disput den ebet met, ba' ma soñj, zo deuet festoù-noz ha ne vez ket goulet trawalc'h a ganerien, trawalc'h a sonerien a-goubladoù, ha n'on ket a-enep deus strolladoù met, 'benn goulenn ur strollad, e koust ker. Hag ar bourkoù bihan, hag ar salioù bihan, n'int ket kap d'o'r ur fest-noz, 'vel 'vez graet, gant daou strollad, pe tri 'ba' darne'... N'int ket kap d'o'r. Peogwir neuint ur sal da serriñ daou c'hant hanter a dud. N'eus ket moaien da baeo ar strolladoù d'o'r ur fest-noz.
Peseurt mod e vo ar festoù-noz 'benn pemp bloaz pe 'benn dek vloaz ?
N'em eus ket c'hoant da soñjal kar, ma vije bet goulet ganin, ugent vloaz 'zo, peseurt mod e vefe aet an traoù bremañ, 'mijen bet en em drompet.ha se zo kaoz n'houlan ket respont re bell. Me 'soñj, ma vije bet gallet o'r, met n'eo ket me 'gomando se, zo ezhomm eus an daou. Festoù-noz bras ba' salioù bras, 'vel e Boulvriag zo moaien de' o'r festoù-noz gant strolladoù ha parrozioù bihan, ma vije bet moaien d'o'r se, ma vije deuet an dud. Met ar re yaouank a blij de', a gav gwelloc'h mont d'ar festoù-noz e-lec'h zo strolladoù. Me 'gav din oa ezhomm da zerc'hel ar festoù-noz ba' parrezioù bihan ha ba' salioù bihan kar memes ar re a zo 'ba' strolladoù 'faota dezho disoñjal int deuet eus aze. Ma int ba' strolladoù, hudu an deiz, ma reont muzik, ha n'eo ket difennet o'r, eo peogwir zo bet eus ar c'han-ha-diskan ha deus ar sonerien en koubladoù. Deus aze int deuet.
Peseurt kanerien a blij deoc'h ar muiañ tout, 'touez ar re a gan hiriv an deiz ?
'Ba' bro plinn zo kanerien mat, ba ' bro fisel zo ivez ha ba' bro 'r gavotenn. Kanerien mat zo un tamm partout ha se. An dud 'n eus tendance da lâret " 'Ba' bro-plinn zo sonerien tre" met ba' bro 'r gavotenn vo lâret " Ar gavotenn eo mestr, kwa". Kanerien vat zo partout ha memes e-touez an dud yaouank, hudu an deiz... 'Lâran ket int tout, met e-touez ar re gozh ne oant ket tout, ivez. A bep seurt e oe. Met ba' re yaouank zo kanerien vat... Plijadur 'mez kle'et 'ne'.
Pet fest-noz ar bloaz a gemerit perzh ba 'enno ?
A bep seurt 'zo. Nebeutoc'h zo bremañ met bez 'm eus bet graet kalz, sur a-walc'h. Bez' 'm eus graet, da lâret eo, a-wechoù 'oa ral ar sun 'moa ket hini 'bet, met ba' kalz 'ne' 'vije div, ha 'ba'n hañv, ba ' miz Est, a-wechoù 'vije teir. 'Ba' bloavezh 76 'm boa bet 6 diouzhtu-kaer, ba' sun hanter-Eost.
Petra eo an eñvor gwellañ a zalc'hit eus tout ar festoù-noz-se ?
'Ba' festoù-noz 'm eus bet an'e'et tud, d'ober konesañs gante hag a zo chomet mignoned din goude.
Peseurt kentel 'peus tennet eus hanter-kant vloaz kanañ ?
Da gentañ tout 'kanen 'vel c'hallen. Peogwir 'moa ket bet re-holl mizer kanañ plinn met pa oa kistion din, pa veze lâret " Ne c'helli ket kanañ plinn 'pad 'noz ? Ret eo o'r traoù all..." Pa oan aet da ganañ fisel 'm eus bet mizer kanañ fisel. Pa gave din kanen mat e kanen tonioù fisel, pe zoken kanaouennoù eus bro fisel, e kanen 'ne' stumm plinn. Setu eo bet ret din deskiñ petra 'oa ar stumm fisel. Ha war-lerc'h eo bet ret din deskiñ petra 'oa ar stumm gavotenn, petra 'oa an traoù. Ha bremañ, 'ba' r bloavezh pe'r ha pe'r-ugent, aze 'oa bet bet deuet kalz a draoù pa oa bet deuet Mitterrand, pa vije deuet un' all 'mije lâret mem mod. Aze eo bet graet radio-où, 'oa bet roet subventioù evit deskiñ tud da gano hag e oa bet graet stajoù 'ba' Bro-Dreger, 'ba' Plistin, hag e oa bet goulet ganin ober ur staj gant Eric Marchand. Setu 'oan nec'het 'walc'h d'o'r ur staj. Biskoazh 'moa klevet komz eus vize graet stajoù ha deus vize desket d'ar re all. Pep hani 'deske 'n om selaou. Hag aboa, sur mat, 'm eus graet kalz stajoù, kalz a gentelioù, hag 'n um glevet ar re all ' kano, 'n um gonto gante, 'm eus disket kalz a draoù. N'eo ket c'hoazh 'm eus desket kanaouennoù met desket 'm eus ar stumm, ar cheñch stumm, hag a bep sort tra kar, gant un den, goude a gavo deoc'h " O hesse ne gan ket koulz 'vel hemañ " Met bez 'zeus un dra bennak 'ba e gan ' c'heller mirout.Tout an dud 'neus un dra bennak vat ba' 'pezh a ra. Ha, 'n ur o'r un tamm eus unan hag un tamm eus un' all, hag o soñjal ho-kun ha pas diskiñ 'memes mod da dout an dud, marsen, kar tout an dud ne zeskont ket 'ba' r memes tra. Da gomañs 'oan ket kap d'o'r se met kement a dud am eus selaouet ha klevet ha disket de', zo daet din da gompren eo ret ka't ur stumm, pas 'vit pop den met ret eo cheñch stumm gant serten re.
Setu en deus Marsel Guillou e stumm dezhañ e-unan ?
A gav din, ya. Met n'on ket ma-un' ken. Deuet 'zo kalz d'o'r 'ne'hañ, apeupre, met lâret de': " N'oc'h ket oblijet da ganañ 'vel 'ran-me." 'Wechoù 'faota ket o'r tre 'vel un' all kar ma rit ba' ho stumm ho-kun' ma'tre' eo gwelloc'h. Ret eo labourat ha selaou.
Pehani eo ar ganaouenn 'neus bet plijet deoc'h ar muiañ tout ?
'Zhpenn un' 'at. Met un' ga'en brav kano hag em eus kanet gant Yann-Fañch a oa " Konskried Logivi" met kalz re all ivez kar ar re na blijent ket din 'm eus ket disket 'ne'. Se... Ur ganaouenn hag a blij din, se, ur wech kle'et 'nei div pe deier gwech, 'oa trawalc'h. Pa oa komañset ar festoù-noz, pa gleven ar re gozh 'kano, e lâren " Tiens, c'hoant 'm eus deskiñ se". Klask a raen gouzout pelec'h ez aent da gano ar wech war-lerc'h, marsen 'benn ur miz pe marsen 'benn teir sun, 'om ga'en eno da adselaou. Ha, 'benn 'mije kle'et teir gwech, 'benn neuze 'mije disket. Met ' re 'blijent ket din 'm eus ket desket 'ne' gwech ebet.
Neuze, p'emaoc'h daou, e rankec'h bezañ plijet gant ar memes traoù ?
Ya. Yann-Fañch ha me, zo 'em anve'et 'giz-se. Anve'out 'raen 'ne'hañ. Kle'et 'raen 'ne'hañ ' kano. Hag e oa bet ur moment, an hani a gane gantañ oa aet d'an ospital ha peogwir, d'ar c'houlz-se, 'oa an traoù o treiñ bras 'ba'r festoù-noz, 'moa kle'et lâret Yann-Fañch 'oa libr. D'ar mare-se ne gane ket gant den ebet. Hag em eus klasket pellgomz dezhañ. Hag eo bet erruet amañ. Setu, ablamour 'met mont gant 'n oto deus amañ betak Duod ha nomp kanet 'ba'r fest-noz.
Ha bremañ, petra 'rit eus hoc'h amzer, estreget kanañ ?
'Vel festoù-deiz ha traoù e-giz-se, ya, ya... N'eus ket pell zo oan bet o kanañ gant Annie Ebrel, 'ba' Boulvriag, 'ba' ur pred. Tud hag o doa graet ur pred familh hag o neuint c'hoant vize bet kanet ha dañset un tamm bennak ha m'on bet.
Petra a rit eus hoc'h amzer pa ne ganit ket ?
'Hend-all ve'en 'ba' gêr, amañ, do'r un dra bennak, memestra. Sikour a ran peogwir, ma c'hoar ne ra ket kalz a dra ken.... Ha graet e vez war-dro al lapined, ar yer, tri penn-deñved, div annoar, mont d'ar park, lakaat un tamm boued de', un tamm boued d'al lapined. Hesse eo ma labour deus beure.
Peseurt pladenn a yafe ganeoc'h war un enezenn didud ?
O... Ma yafe ur bladenn ganin em bije c'hoant kas div, div pe deir... Unan bennak gant Yann-Fañch, pe Yann-Fañch hag Erik, un dra bennak eus kanerien an dro evel ar c'hoarezed Goadeg, ar re 'm eus bet anve'et, ar vreudeur Morvan, tud e-giz-se, kwa. Memes ma 'm bije bet anezhi 'm bije kaset pladenn Manu Kerjean. Manu Kerjean 'n 'eus desket din kano fisel.
Ha gant piv ho pije c'hoant bezañ bac'het en ur saverez e-pad un eur ?
'Vit paotr 'm bije c'hoant bez' gant Daniel Fulup, ur c'haner, a Sant-Konan, gwechall.
Gant piv ho pije c'hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?
O, se 'oaran ket. C'hoant 'mije bez' mont e ouzhpenn un', kwa. Nann, 'm eus ket un' da choaz...
En ur ribourzherez emaoc'h. Kinniget e vez deoc'h dibab ho kantved ha ho lec'h bevañ. Petra a zibabit ?
Beta bremañ 'm eus ket bet met aon 'm eus ar pezh zo o tont. Me 'gav din 'mije bet c'hoant d'avañs', o met pas kalz kar gwechall gozh 'oa kalz a draoù vat met mizer 'oa war an douar ha 'm eus ket c'hoant da dremen 'pezh 'n 'eus graet ma zad. O, me gav din ma amzer-bremañ n'eo ket bet gwall fall met ma vijen bet ganet dek pe ugent 'vloaz a-raok 'oa mat, memestra.
Ba' Krec'h Morvan atav ?
Ya, peogwir on ganet amañ met, sur a-walc'h, 'met ha kaset da vervel 'lec'h all e varvin amañ. Ba' me desir din em eus c'hoant da vervel amañ.
Piv eo an den en deus roet deoc'h ar c'hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?
Ma zud, ya. 'Hend-all n'eus ket bet kalz a dra da reiñ din peogwir pa oan lakaet war an douar 'oan ket re eürus. N'eus ket bet gallet ober kalz a dra 'viton. Kazi oblijet a-walc'h on bet d'en em zebrouillan 'vel a c'hallen gant ma zud.
Dont a ra ur voudig da ginnig deoc'h sevel un het. Pehani 'c'houlennfec'h diganti ?
'Vit an dud all 'mije bet c'hoant 'ay an traoù pell 'walc'h. N'eo ket brav derc'hel ane' war o giz, met un tamm. Bevañ 'vel ma vize graet bremañ zo tregont vloaz 'zo. Harz' an traoù dont re bell. Hudu an deiz n'eo ket brav ret eo choaz petra da zebriñ. Gwechall oa boued diwar ar maez, diwar ar feurm ha 'oa ket kement a dud klañv 'vel zo bremañ. C'hoant 'mije bet d'aretiñ ar progrès, d'ar bihanañ ha ma'treze, ma vefe bet gallet, addegas serten traoù.
Petra eo bravañ ijinadenn mab-den ?
Bez' zo kalz kar bez' nomp mizer war gomañs, ma 'peus c'hoant. D'am soñj 'pezh zo bet graet eus gwechall eo an deskadurezh.Reiñ deskadurezh d'an dud, roiñ de' da skrivañ ha da lenn.
Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d'ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?
Dija b'an oad-se int ba'r skol, arri da zeskiñ. Bout onest 'keñver ar re all. Pas o'r droug. Esa' gounit o buhez hep o'r droug d'ar re all evit o'r vad deoc'h ho-un'. Nonpas selaou ma welont re kaletoc'h 'vite, o troiñ ne' war an hent fall. 'Faot ket heuilh' an dud-se. Soñjal deskiñ ar vicher evit labourat hag heuilh' 'ne'hi, 'vel 'lâre 're gozh, " An hani 'rae un hent eeun a gave 'ne'hañ eeun."
Peseurt micher ho pije bet c'hoant ober ha n'ho peus ket graet ?
'Ma ket kalz da choaz peogwir 'moa ur gweled fall met, 'ba' ma soñj, ma 'mije ket graet ar vicher labourer-douar 'mije bet daou pe dri c'hoant, peogwir 'moa ur memor mat, 'vijen bet kontant, n'eo ket 'blamour da se met 'blamour da deskiñ d'ar re all, 'vijen bet kontant da vezañ skolaer, pe muzisian.
Peseurt donezon ho pije bet c'hoant kaout ?
O, kalz, sur 'walc'h. Kalz 'vanka din met ret eo din o'r gant ar pezh 'm eus. 'M eus ket c'hoant da gâd re all. Ober a ran gant ma re, kwa.
Petra a zo en ho kerzh, un dra didalvoud oc'h tomm-tre outañ, ha na rofec'h da zen, e mod ebet ?
'M eus ket traoù da gu'ho. Me 'm eus ket ku'het traoù eus an dud, gwech ebet. Dija gant ar vicher a ran e lâran tout a pezh a oaran.
C'hoant ho pije kas ul lizher klemm d'un den resis. Da biv e kasfec'h anezhañ ha perak 'ta ?
Bremañ ? 'Ba' r mare-mañ... Bez' zo tud all araokañ ha n'euint ket plijet tout din, eu'. Me 'mije bet c'hoant kas anezhañ da Sarkozy, 'n ul lâret de'hañ pas derc'hel kas tout an traoù eus Breizh kar n'eo 'n ur o'r 'giz-se e teuzio ar chomaj.
Hag ul lizher gourchemennoù ?
Se oa moaien din da soñjal met tapout a rit a'non berr.
Petra a zo, er bed tro-dro deoc'h, ha ne gomprenit ket hag ho pije c'hoant e vefe displeget deoc'h ?
Kalz a draoù ne gomprenan ket met...bon.. Petra 'gavfen ?
Petra a blij deoc'h debriñ?
Bara mat. Ha debriñ traoù, muiañ ma c'hallan, traoù deus ar gêr, ya. Kig, patatez, tout al legumajoù daet eus ar gêr. Deus ar gêr, amañ, pe deus kêr an dud all, tud ar vro. Debriñ traoù eus ar vro.
M'ho pije da grogiñ en-dro gant ho puhez, petra 'pije c'hoant da cheñch ?
'Oaran ket. 'M eus ket c'hoant mont da vevo 'ba' ur gêr vras peogwir, pe 'c'h an..., 'benn 'm bez tremenet tri pe be'ar devezh ' ve'en gant ar soñj dont d'ar gêr. Met, 'vel lâran dac'h, ma 'mije bet 'pezh 'm eus ket bet, matre'ze 'mije choazet d'o'r un dra bennak all met 'oan ket kad d'o'r. Met 'm eus ket klasket soñjal 'pezh 'oan ket kad d'o'r.
Deus petra vo stag anv Marsel Gwilhous er bloavezhioù da zont ?
'Pezh a ran ar muiañ bremañ eo esaeañ lakaat ar re all d'o'r 'r gwellañ ma c'hallont. Se 'ran muioc'h-mui. Evit ar momant 'm eus ket preparet mann 'bet 'viton. Matre'zen ' tay.' Ma tay ur soñj din.
Da beseurt goulenn ho pije c'hoant da respont " Ya ! " ?
Goulenn ganin ha kontant 'vefen bet 'yefen da welet ac'hanoc'h, un deiz bennaket, a lâran Ya!