Keit Vimp Bev, an ti embann e brezhoneg !

Recits

 

> Ecoutez le récit de Y. V. Lagadeg ici

> Voici l'article en entier de Patrick Dréan pour le numéro 363

Sonjoù

Haodet get ur vammenn, pe arouez ar voull

Petra eo gouiet chom ur c'hrouadur en e benn ? Derc'hel da vout gouest da vamiñ dirak traoùigoù ag ar vuhez pemdez, loenedigoù, ul liv bennak ? Un dra a-feson, pa vez digor dorioù ar spered àr sort traoù ne c'hell ket bout un dra fall, kement arvest bihan seurt-se a za da vout un hadenn evit an amzer da zonet… Ha neoazh, er vuhez, pa rank ker lies bout troet soñjoù an den àr ar pezh a vez d'ober, da breniñ, paperioù da gargiñ, labour d'ober, raktresoù àr hir dermen, ne vez ket mui ken aes, ken akuitapl, gober seurt arsavigoù ; 'gozik e vehe dañjerus zoken.

Gouiet lâret e soñj didro-kaer ?Brav e vehe deomp bout fresk a-walc'h a spered evit gellet lâret emañ noazh ar roue, ha neoazh ne gredan ket e karehen distroiñ d'ar spered krouadur am boa ha ma lakae da soñjal dre abegoù simpl, re simpl, hep bout emskiant-mat ag ar pezh a ra buhez liesseurt ha kemplezh ar bed.Gouiet c'hoari ? E-leizh a draoù a vez desket e-ser c'hoari, lakaet e vez an neuronoù hag ar c'higennoù da labourat gwell, kazi hep gouiet deomp, dre ar blijadur. Ya, doc'h un tu, met d'an tu arall ne vez ket atav gwall vrav c'hoarioù ar re vras : drastus-pasapl eo sportoù zo, an c'hoarioù en tele, an c'hoarioù àr ar genrouedad, evit ar blanedenn. Hep kontiñ e vez lies c'hoarioù ar vugale ur feson da zeskiñ penaos bout trec'h àr ar re arall, èl ma tesk ar bleizi bihan, doc'h en em ganniñ etre breudeur, penaos faezhiñ o freizhoù. Bout gouest da chom en ur bed un tamm a-gostez ? A-bouez eo evel just, e-giz er c'hoari takin e vez dober a leuskel ur c'hombod goulle evit gellet cheñch plas d'ar c'hombodoù arall. Arvarus e c'hell bout ivez en em gloziñ àr ar pezh a blij deoc'h hepken. Aesoc'h ober se hiniv-an-deiz get an teknologiezhioù uhel ? Ar re-se a sikour get ar re a faot dezhe en em serriñ ha kement arall get ar re a faot dezhe en em zigor, neuze… rampo moarvat !

Derc'hel digor dorioù an amzer da zonet ? Bout c'hoant da zeskiñ ? A-bouez evit ar re vihan, ar re yaouank, sur ; derc'hel a ra da vout a-bouez pa goshaer, splann eo ! Met poaniusoc'h eo hepken rak ma komprener emberr hon do atav paot-mat muioc'h a c'hoantoù evit ar pezh a c'hellomp gober get ar bevennoù a zo en-dro deomp.

Donet da benn a chom bugale en ul lec'h bennak en hor pennoù a zo enta un dra n'eo ket ken aes-se, ha n'eo ket ker splann-se e vehe aesoc'h buhez ar re a za da benn a leuskel o spered er stad-se. Ar c'hontrefed e vehe zoken.

Chom en tailh da denniñ magadur diàr teil ar vugaleaj, pa vehe skeudennoù, c'hoantoù pe just ur sell nevez dalc'hmat àr ar bed : a-bouez-ruz… hag àr-un-dro klask chom hep bout haodet get ar vammenn-se, deskiñ penaos emañ ar bed hep asantiñ dre ret d'ar mod ma tro, gellet soñjal àr hir dermen : a-bouez-ruz ivez… Skeudenn ar voull er sapinenn-Nedeleg : ha posupl eo deomp digor hon daoulagad dirak braventez divuzul ur voull lufrus seurt-se, hag er memes tro soñjal er gevredigezh beveziñ a zo a-dreñv get razh ar pezh a ya a-dreuz enni ?

 

Edition de livre en breton