Keit Vimp Bev, an ti embann e brezhoneg !

En-linenn eo bet lakaet ar gazetenn  Ya!


http://yabzh.com/

 

Ar wech kentañ eo d'ur sizhuniek e brezhoneg bezañ lakaet war internet.

Eno e kavoc'h :

> Ya ! liammet end-eeun gant e lennerien : evezhiadennoù a c'heller laoskel dindan pep pennad, sontadurioù a vo ivez.

> Ya ! hag ar rouedadoù sokial : a-drugarez d'an arouezioù a gavoc'h war al lec'hienn (facebook, twitter...) e c'helloc'h kerkent tizhout ar rouedadoù-mañ a lakomp ingal keleier warno. Ha gant al liamm davet ur chadenn You Tube e c'helloc'h ivez sellout ouzh videoioù e brezhoneg, liammet pe get gant danvez pennadoù Ya!

> Ya ! en-linenn digor d'an holl e-pad ar 6 miz kentañ (adalek miz Du 2012)

Ya! 401

 

 

 

 

 

 

Ya ! a zo anezhi ur gazetenn sizhuniek e brezhoneg penn da benn. Krouet eo bet evit plijout d'an niver brasañ ac'hanoc'h, aes ha plijus da lenn.

 

Kinnig a ra deoc'h :


  • Keleier ha reportajoù
  • Ur rubrikenn liorzh
  • Danevelloù, pezhioù-c'hoari
  • Ur rubrikenn c'hallaouek
  • Kemmenadennoù, kinnigoù-labour
  • Un deiziataer
  • Roll an abadennoù skinwel ha skignet war ar rouedad
  • C'hoarioù ha bandennoù-treset

 

 

Sizhuniek 12 pajenn liv enni

1,5 euro an niverenn
80 euro ar bloavezh (dre chekenn)

20 euro evit dizoloiñ e-pad 3 miz
5,5 euro/miz dre deuzvankañ
2,5 euro/miz evit ar studierien, an dud dilabour hag an dud oc'h ober ur stummadur hir war ar brezhoneg (gant ur skrid-testeni)